Makuria


مقرة
Makuria
Vvet kantved – 1517 Flag
Location of Makuria
Location of Makuria
Stadoù Kristien Nubia
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Nubianeg kozh
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet Vvet kantved
 - Aet da get 1517

Makuria (arabeg مقرة; al-Mukurra pe al-Muqurra) a oa ur rouantelezh lec'hiet er pezh a zo hiziv norzh Soudan ha su Egipt. Unan e oa eus rouantelezhioù nubiat a oa deuet war wel goude diskar Rouantelezh Kush a aotrounie ar rannvro etre 800 kent J-K ha 350. Da gentañ e talc'he un dachenn hag en em astenne a-hed an Nil eus an Trede Lamm-froud betek ar pempvet lamm-froud pe ar c'hwec'hvet lamm-froud. Kontrolliñ a rae ivez an hentoù-kenwerzh hag ar mengleuzioù en dezerzh. Dongola a oa e gêrbenn ha hervezi e vez anezhi gwechoù 'zo.

Gounezet e oa bet d'ar feiz kristen e fin ar VIvet kantved met aloubet e voe Egipt gant al luioù islamat ha dispartiet e voe ar vro diouzh ar peurrest eus ar bed kristen. Ul lu arab a aloubas anezhi e 651 met faezhet e voe ha sinet e voe ur feur-skrid, baqt e anv. Goude-se e padas ar peoc'h betek an XIIIvet kantved. E-pad ar marevezh-se e vrasaas Markuria. Stagañ a reas e amezeg an norzh, Nobatia e-pad an aloudabeg arab pe e-pad ren ar roue Merkurios.

Goude an XIIIvet kantved e krogas ar rouantelezh da ziskar abalamour da drubuilhoù diabarzh ha da aloudabegoù egiptat. Fontañ a rae er XIVvet kantved ha skrapet e voe e dachenn gant meuriadoù kantreat.


Developed by StudentB